Deskiñ ha Komz Brezhoneg

logo

Kentel Brezhoneg - Hañv 2024 [1/4]

Le verbe Gallout - Notions exprimées - Kentel 1 OULPAN 3


Kentel 1 Oulpan3

a : Gall' 'rez prestañ da varch'-tan din 'vit an enderv ?

b : N'hallan ket siwazh, kaset eo bet da zresañ.

a : 'Maout 'farsal ?

b : 'Maon ket. Drailhet eo ar c'heflusker... P'lec'h 'teus da vont ?

a : Da di ar medisin. N'eo ket strik, mont 'rin war ma zreid...

b : Perak 'c'houlez ket gant da voereb prestañ he c'hwil-tan dit ? Sur on 'vo kontant d'o'r.

a : Mat eo, gall' 'ran kerzhet c'hoazh, 'ray ket droug din.


a : Gallout a rez prestañ da varch'-tan din evit an enderv ?

b : Ne c'hallan ket siwazh, kaset eo bet da zresañ.

a : Emaout o farsal ?

b : N'emaon ket. Drailhet eo ar c'heflusker... Pelec'h ec'h eus da vont ?

a : Da di ar medisin. N'eo ket strik, mont a rin war ma zreid...

b : Perak ne c'houlez ket gant da voereb prestañ he c'hwil-tan dit ? Sur on e vo kontant d'ober.

a : Mat eo, gallout a ran kerzhet c'hoazh, ne ray ket droug din.

: Lakaeet e Galleg

a : Peux-tu me prêter ta moto pour l'après-midi ?

b : Je ne peux pas hélas, elle a été envoyée à réparer.

a : Tu plaisantes ?

b : Non. Le moteur est cassé... Où vas-tu ?

a : Chez le médecin. C'est pas grave, j'irai à pied.

b : Pourquoi tu peux pas demander à ta tante de te prêter sa mobylette ? Sûr qu'elle sera disposée à le faire.

a : Bon, je peux encore marcher, ça me fera pas de mal.

• Geriaoueg Oulpan3 Kentel 1.

Gallout➣ pouvoir

Jentil➣ gentil

Dañjerus➣ dangereux

Kizidik➣ sensible, susceptible

Dresañ➣ réparer

Poazhañ➣ cuire

Azezañ➣ s'asseoir

Stourm➣ lutter, résister

Marc'h-tan➣ Moto

Enderv➣ Après-midi

Keflusker(ien)➣ moteur(s)

Medisin➣ Médecin, docteur

N'eo ket strik➣ Ce n'est pas grave

Troad (treid)➣ Pied(s)

Moereb°(ezed)➣ Tante(s)

C'hwil(ed)-tan➣ Mobylette(s)

Bezañ kontant (da)➣ Etre disposé à, bien vouloir

Kerzhet➣ Marcher

Droug➣ Du mal

...➣ ...

 • Ar Verb GALLOUT (pouvoir) f.v : gall

Présent Négation Futur Négation Imparfait Négation
Gallan ne c'hallan Gallin ne c'hallin Gallen ne c'hallen
Gallez ne c'hallez Galli ne c'halli Galles ne c'halles
Gall ne c'hall Gallo ne c'hallo Galle ne c'halle
Gallomp ne c'hallomp Gallimp ne c'hallimp Gallemp ne c'hallemp
Gallit ne c'hallit Galloc'h(ot) ne c'halloc'h(ot) Gallec'h ne c'hallec'h
Gallont ne c'hallont Gallint ne c'hallint Gallent ne c'hallent

 • Kentel 1 Oulpan3 Adlavaret


Adlavaret pajenn 7

1. Gallout a ra bezañ jentil.

   Gallout a ra bezañ dañjerus.

   Gallout a ra bezañ kizidik.


3. Warc'hoazh e c'halli dont ?

   Warc'hoazh e c'hallo dont ?

   Warc'hoazh e c'hallin dont ?


5. N'em eus ket gallet azezañ.

   N'em eus ket gallet labourat.

   N'em eus ket gallet stourm.

2. Gallout a rez reiñ un ui din ?

   Gallout a rez tresañ un ui din ?

   Gallout a rez poazhañ un ui din ?


4. N'hallan ket ober se.

   N'hallin ket ober se.

   N'hallen ket ober se.


 

 

 

• Lakaat e brezhonneg - Lakaat e galleg

1• Je ne peux pas croire ça.➣ Ne c'hallan ket krediñ se.

2• Nous n'avons pas pu dormir.➣ N'hon eus ket gallet kousket.

3• Peux-tu me vendre ta maison ?➣ Gallout a rez gwerzhan da di din ?

4• Ils ne pouvaient pas vous comprendre.➣ Ne c'hallent ket kompren ac'hanoc'h.

5• Quand pourras-tu nous écrire ?➣ Pegoulz e c'halli skrivañ dimp ?

• C'hoari Diñsoù - p11/p12 OULPAN 3

 

C'hoari Diñsoù p11 C'hoari Diñsoù p11
Galleg Brezhoneg
1  Comment va ton radiateur ? Pegoulz ez a da dommerezh ?
2  Il n'a pas pu dire ça. N'en deus ket gallet lavaret se
3  Quand pourront-ils venir ? Pegoulg e c'hallint dont ?
4  Je ne peux pas t'aider. Ne c'hallan ket sikour ac'hanout.
6  Elle ne peut plus faire ça. Ne c'hall ken ober se.
7  Je vais te dessiner un singe. Emaon o vont tresañ ur marmous dit.
8  Elle n'avait pas envie de manger un oeuf. N'he doa ket c'hoant da zebriñ un ui.
10 Elle est venue me voir le 24 novembre. Deuet e oa gwelet ac'hanon ar pevar-warn-ugent miz Du.
11 Pourrez-vous venir samedi ? Non, hélas. Gallout a reoc'h dont disadorn ? Ne rin ket, siwazh.
12 Cela ne te fera pas de mal. Ne ray ket droug dit.
13 Glenn est allé à pied jusqu'à Madagascar. Mont a oa bet war e zreid betek Madagascar.
14 Peux-tu me prêter ton mari pour la nuit ? Oui, volontiers. Gallout a rez prestañ da waz evit an noz ? Ya, laouen
15 Je pense qu'il pourra venir. D'am soñj e c'hallo dont.
16 Est-ce que tes parents sont d'accord pour nous aider ? Daoust ha da dud zo a-du ganeomp evit sikour ac'hanomp ?
18 Ceux qui ne peuvent pas payer seront aidés. Ar-re ne c'hallont ket paeañ e vint sikoured.
19 Nous aurons besoin de dormir un petit peu. Ezhomm hor bo kousket un tammig.
20 Ne peux-tu pas parler plus vite ? Ne c'hallez ket komz buanoc'h ?

 

C'hoari Diñsoù p12 C'hoari Diñsoù p12
Brezhoneg Galleg
1  Gallet ho poa ober un dra bennak eno ? Vous aviez pu faire quelque chose la-bas ?
2  N'hallemp ket ober kalz a dra ? Nous ne pouvions pas faire grand chose ?
3  Gallout a ra hennezh bezañ drouk pa'n dez c'hoant. Il peut être méchant quand il en a envie.
4  N'hallez ket prenañ unan all ? Tu ne peux pas en acheter un autre ?
6  N'hor boa ket kousket kalz etre ar 15 hag an 19 a viz Here. Nous avions pas dormi beaucoup entre le 15 et le 19 juillet.
7  Gallout a rez reiñ ur pok din ?. Tu peux me donner un baiser ?
8  An traoù-se ne vezont ket prestet. Ces choses-là ne sont pas prêtées
10 Ma zad-kozh zo kontant da brestañ e solex din. Mon grand-père veut bien me prêter son solex.
11 Kavout a ra dit e c'halli stourm ? Tu penses que tu pourras lutter ?
12 En deiz-se 'm boa lavaret dezhi e karen anezhi. Ce jour là je lui avais dit que je l'aimais.
13 Ne ra ket droug da zen ebet. Il ne fait de mal à personne.
14 Kontant out da sikour ac'hanon ? Ya laouen. Tu veux bien m'aider ? Oui, avec plaisir.
15 Anavezout a ran unan a c'hall dresañ da varc'h-tan. Je connais quelqu'un qui peut réparer ta moto.
16 N'hall ket kerzhet 'm eus aon. Il peut pas marcher je crains.
18 N'o deus ket gallet kousket gant trouz ar c'hwiled-tan. Ils n'ont pas pu dormir avec le bruit de la mobylette.
19 Moereb Sam a blij din ha me gav din e plijan dezhi. Tante Sam me plait et je trouve que je lui plais.
20 Beajiñ a c'hall bezañ danjerus a-wezhioù. Voyager peut être dangereux parfois.